Bro Rouzig ?

Bro Rouzig ?

Bro Rouzig

Un isvro eus Kerne Izel eo Bro Rouzig. En un doare hengounel ez a teir lodenn d’ober ar vro-mañ : Kernevodez er Gwalarn, Kastellin er Mervent ha Bidar er Reter. Ur vro ledan-tre eo, hogos ur bemvedenn eus departamant Penn-ar-Bed !

Evit ar pezh a sell ouzh an anv « Rouzig », bez e oa liammet gant gizioù ar giskamantoù a veze douget gant an dud o chom eno : ne veze ket livet o dilhad, ha dont a rae ar gloan eus deñved du pe rous. Chom a rae naturel eta !

Tachenn obererezh Brezhoneg e Bro Rouzig

Savet e oa bet ar gevredigezh Brezhoneg e Bro Rouzig e 2023 diwar ar fed e vanke ur framm evit aozañ abadennoù sokial e brezhoneg en-dro da Gastellin. Ar gartenn da heul a ziskouez an dachenn ma kas Brezhoneg e Bro Rouzig hec’h obererezhioù.

Diazezet eo ar vro a-ziwar aber ar stêr Aon hag he c’hornigelloù, ha red an Doufin (pe an Dourdu). Marteze ho po anavezet anezho e-barzh logo ar gevredigezh ?

Dindan selloù menez C’homm, tuchenn Mikael ha Karreg-an-Tan, glebiet hon treid gant he stêrioù ha gwazhioù e vever, e tremener … met biskoazh ne chomer diseblant.

Petra eo palioù pennañ Brezhoneg e Bro Rouzig ?

Pal pennañ Brezhoneg e Bro Rouzig eo diorren implij sokial ar Brezhoneg war he zachenn obererezh. Savet eo bet war batrom ar Mentrau iaith (d.l.e. luskadoù evit ar yezh) a gaver e Kembre.

An holl abadennoù aozet gant Brezhoneg e Bro Rouzig a laka implij ar brezhoneg e kreiz ar jeu. Brudañ a ra hor c’hevredigezh abadennoù aozet gant frammoù all ivez, gant ma heuliont ar memes pal : reiñ tro d’an dud d’en em gavout asambles dre ar brezhoneg.