BR – FR

Degemer mat !

Bienvenue !

Deuet mat oc’h war lec’hienn
Brezhoneg e Bro Rouzig.


~ E miz Even
e Bro Rouzig ~


[Kafe brezhoneg] – Flapiñ, lenn, deskiñ traoù ha kaout plijadur, sed aze palioù an endervezhioù e brezhoneg e mediaoueg Tylenn Gouezeg, bep eil Lun goude-merenn da 2e30. Digoust eo ha digor d’an holl. Aozet gant Sevenadur evit an holl. Emgav d’an 9 ha d’an 23 a viz Even.

[Kont Din] – Prantadoù lenn e brezhoneg evit ar vugale dindan 6 vloaz ambrouget gant o zud an hini eo « Kont Din ». Kinniget e vezont bep eil Merc’her ar miz war ar prantad-skol gant Brezhoneg e Bro Rouzig e mediaoueg Youenn Gwernig Kimerc’h. Gwezh ziwezhañ ar c’houlzad e vo ! Digoust ha digor d’an holl. Banne profet er fin gant ar vediaoueg. Emgav d’an 11 a viz Even.

[Run ar Puñs] – Deuit da bakañ ur banne ha flapiñ e brezhoneg e tavarn Run ar Puñs bep eil Yaou ar miz da 6e30 ! Plijadur a vez da gaout er gêriadenn ! Emgav d’an 12 a viz Even.

[Tavarn vrezhonek] – Na c’hwitit ket war emgav an diwezhañ en davarn evit ar c’houlzad-mañ ! D’ar Gwener 20 a viz Even, adalek 7e noz, e tavarn « L’Armorik Café » e bourk Lopereg. Digor eo d’an dud a fell dezho klevet pe flapiñ e brezhoneg !

[Pourmenadenn] – War a lavarer n’emeur, etre ar Faou ha Landerne, nag e Leon nag e Kerne. Deomp da bourmen asambles war ribloù ar Faou ha liammañ glad ha natur. Emgav war Gae Kelenn er Faou d’ar Sadorn 28 a viz Even da 2e30. Digoust eo ha digor d’an holl liveoù brezhoneg.
Merenn-vihan gant priz dieub e fin an droiad.

[Emgavioù Menez Meur] – Geveler eo Brezhoneg e Bro Rouzig, asambles gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz e Emgavioù Menez Meur, aozet gant Park an Arvorig evit plantañ brezhoneg e-pad ar fest. Adkavit ac’hanomp adalek 2e g.m. e Kêriadenn an Obererezhioù, hag amañ hag ahont en domani. War ar billig : lennadennoù evit ar vugale, c’hoarioù, ur weladenn heñchet… O terc’hel stal e vimp a-hed an endervezh ivez evit respont d’ho koulennoù ha flapiñ ganeoc’h !



Petra eo « Brezhoneg e Bro Rouzig » ?

Savet eo bet ar gevredigezh Brezhoneg e Bro Rouzig evit talvoudekaat, difenn hag ober gant ar brezhoneg e degouezhioù liesseurt. Gwir eo ne gaver Emglev Bro na Ti ar Vro ebet war an tiriad-mañ e 2023. Kinnig obererezhioù a bep seurt ha strollañ an intruduoù brezhonek a zo anezho e Bro Rouzig eo ar pal eta.



Eus petra zo kaoz pa vez meneget Bro ar Rouziked ?

Qu’est-ce vraiment que le pays des Rouziked ?

Petra vez kinniget gant Brezhoneg e Bro Rouzig ?

Quelles activités Brezhoneg e Bro Rouzig propose-t-elle ?

Mennozhioù, goulennoù zo ganeoc’h ? Dre amañ, m’ho ped !

Vous avez des idées, des questions ? C’est par ici !

Deuit ganeomp war hentoù ar brezhoneg e Bro Rouzig :

N’hésitez plus et rejoignez-nous par ici :

Skoazellit Brezhoneg e Bro Rouzig gant ur donezon

Faites un don à Brezhoneg e Bro Rouzig

Menegoù lezennel ~ Mentions légales