BR – FR

Kastellin, kêrbenn Bro Rouzig

Degemer mat !

Bienvenue !

Deuet mat oc’h war lec’hienn
Brezhoneg e Bro Rouzig.

~ ~ ~

Bienvenue sur le site de
Brezhoneg e Bro Rouzig.


Mizvezh ar Brezhoneg 2024 :

Mois de la langue bretonne 2024 :

Mersi bras d’an holl !

Un grand merci à toutes et à tous !

E miz Mae :

En mai :

Ur bourmenadenn nevez a ginnig Brezhoneg e Bro Rouzig deoc’h d’ar Sadorn 18 a viz Mae e Lannedern !
Mont a raimp asambles war roudoù Sant Edern dre wenodennoù aes ha sioul. E fin ar 6 kilometrad e vo kinniget merenn-vihan (priz dieub).

Brezhoneg e Bro Rouzig propose une nouvelle balade samedi 18 mai à Lannedern !
Ensemble, partons sur les traces du saint Edern au travers de sentiers faciles et tranquilles. Un goûter à prix libre sera proposé à l’issue des 6 kilomètres.

Evit flapiñ ha kontañ marvailhoù a bep seurt e mediaoueg Gouezeg e-pad ar c’hafe brezhonek, emgav d’al Lun 6 ha 20 a viz Mae da 2e30 gm.
Digoust eo ha digor d’an holl !
Buhezet gant Anna ar Gow ha Dominig Merrien.

Comme à chaque quinzaine, retrouvez l’équipe de la médiathèque de Tylenn à Gouézec lors des ateliers du Kafe Brezhoneg, les prochains auront lieu les lundis 6 et 20 mai à 14h30. Animé par Anna ar Gow et Dominique Merrien. Gratuit et ouvert à toutes et à tous.

Bep eil Merc’her ar miz war ar prantad-skol, da 10e30,
e vez kinniget lennadennoù e brezhoneg evit ar vugale
ambrouget dindan 6 vloaz, e mediaoueg Youenn Gwernig Kimerc’h. Digoust gant ur banne profet er fin.
Tem ar miz-mañ : ar sonerezh

Chanter, jouer d’un instrument, danser ou écouter de la musique en général fait partie de ce que votre enfant apprécie ? L’équipe de la médiathèque Youenn Gwernig de Quimerc’h a cette fois-ci opté pour le thème de la musique, pour les lectures pour enfants, mercredi 22 mai à 10h30. C’est gratuit et ouvert à toutes et à tous.

Tik-tak-tik-tak… N’emañ ket pell ken loc’hañ ar Redadeg, eus Beg ar Raz. Goude bezañ graet tro Breizh hag a-raok degouezhout e Montroulez e vo treuzet Bro Rouzig ivez gant ar Redadeg ! Ouzhpenn redek evit ar blijadur emañ ar pal dastum arc’hant en ur brenañ pep kilometr redet evit sikour ar brezhoneg. Laouen oc’h da redek ha/pe da brenañ ur c’hilometr ? Kit buan eta da welet peseurt re a chom e Bro Rouzig ! Hag emgav neuze war hentoù ar vro d’ar Gwener 24 a viz Mae. Betek an trec’h !

Tic-tac-tic-tac… Le départ de la Redadeg de la Pointe du Raz n’est plus très loin. Après avoir parcouru toute la Bretagne et avant d’arriver à Morlaix, la Redadeg passera aussi par le pays Rouzig ! En plus de courir pour le plaisir, l’objectif est de collecter des fonds en achetant chaque kilomètre couru pour aider la langue bretonne. Vous êtes disposé·e à courir et / ou à acheter un kilomètre ? Allez donc voir lesquels sont encore disponibles dans le pays Rouzig ! Et rendez-vous donc sur les routes de notre secteur le vendredi 24 mai. Betek an trec’h !



Petra eo « Brezhoneg e Bro Rouzig » ?

Savet eo bet ar gevredigezh Brezhoneg e Bro Rouzig evit talvoudekaat, difenn hag ober gant ar brezhoneg e degouezhioù liesseurt. Gwir eo ne gaver emglev-bro na ti-ar-vro ebet war an tiriad-mañ e 2023. Kinnig obererezhioù a bep seurt ha strollañ an intruduoù brezhonek a zo anezho e Bro Rouzig eo ar pal eta.

~ ~ ~

Qu’est-ce que « Brezhoneg e Bro Rouzig » ?

L’association Brezhoneg e Bro Rouzig a été créée afin de promouvoir, de défendre et de proposer des activités en breton en tous genres. En effet, il n’existe aucune entente de pays dans le pays de Châteaulin en 2023. Il s’agit donc de regrouper animations et initiatives utilisant la langue bretonne en pays Rouzig.

Kastellin, kêrbenn Bro Rouzig

Eus petra zo kaoz pa vez meneget Bro ar Rouziked ?

Qu’est-ce vraiment que le pays des Rouziked ?

Petra vez kinniget gant Brezhoneg e Bro Rouzig ?

Quelles activités Brezhoneg e Bro Rouzig propose-t-elle ?

Mennozhioù, goulennoù zo ganeoc’h ? Dre amañ, m’ho ped !

Vous avez des idées, des questions ? C’est par ici !

Deuit ganeomp war hentoù ar brezhoneg e Bro Rouzig :

N’hésitez plus et rejoignez-nous par ici :

Skoazellit Brezhoneg e Bro Rouzig gant ur donezon

Faites un don à Brezhoneg e Bro Rouzig

Menegoù lezennel ~ Mentions légales