BR – FR

Degemer mat !

Bienvenue !

Deuet mat oc’h war lec’hienn
Brezhoneg e Bro Rouzig.


~ E-pad an hañv
e Bro Rouzig ~

[Stajoù hañv] – Adkavit stajoù KEAV ha hini ar Falz e miz Gouere hag Eost evit mont war-raok gant ar brezhoneg !

[KEAV] – Heuliañ kentelioù diouzh ho live, peotramant obererezhioù a bep seurt e brezhoneg, ober anaoudegezh gant tud ha komz brezhoneg a-hed ar sizhun, sed amañ palioù staj-hañv Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien.
E lise ar Stêr Aon e Kastellin en em gav ouzhpenn evit ur c’hant bennak a dud hag a vugale bep bloaz evit bevañ e brezhoneg penn-da-benn.
Muioc’h a ditouroù : keav@keav.bzh, war lec’hienn KEAV hag o fajenn Facebook.

[ar Falz] – Staj-hañv ar Falz a vo aozet d’e dro e Ti Menez Are e Brasparzh eus ar 17 d’an 22 a viz Eost. Mont war-raok a reer gant ar brezhoneg dre an deskiñ, kanañ c’hoari hag ober a-bep seurt traoù. 5 kentel live ha 6 atalier a vo gellet ober : Kultur pop ; C’hoari ha dudi ; Distagañ ar brezhoneg pemdez ; Fardañ boutonoù mod Chelgenn ; Kan liesmouezh ha Skrivañ. Muioc’h a ditouroù amañ.

Skeudenn : KEAV
Skeudenn : ar Falz

[Kont Din] – Prantadoù lenn e brezhoneg evit ar vugale dindan 6 vloaz ambrouget gant o zud an hini eo « Kont Din ». Gwezh ziwezhañ ar c’houlzad e vo e Pleiben, d’ar Merc’her 9 a viz Gouere e-kichen poull-kannañ Kerwern da 10e30 ! Digoust ha digor d’an holl. Banne profet er fin gant ar vediaoueg.

[Run ar Puñs] – Bec’h d’an abadenn viziek e Run ar Puñs e Kastellin evit en em gavout ha kaozeal e brezhoneg en davarn evel bep eil Yaou ar miz adalek 6e30. Digor eo d’an holl.
Diwallit : ne vo ket digor an davarn e miz Eost, setu ec’h adkrogo an traoù e miz Gwengolo !

Skeudenn : Run ar Puñs

[C’hoariva brezhonek] – Bec’h d’ar c’hoariva brezhonek e Bro Gastellin !

Kinnig a raio ar strollad c’hoariva La P’tite Semelle e bezh-c’hoari mergodennoù « An ti kamm », gant perzh La Obra, evit ar vugale adalek 5 bloaz.

E bourk Dineol, 6 straed ar Chap, d’ar Yaou 10 da 5e30 ha da 7e30 (40 mun).

9€ dre zen ; 8€ dre strolladoù 5 den ; digoust dindan 3 bloaz.

Muioc’h a ditouroù :

https://www.compagnielaptitesemelle.com/an-ti-kam

06 41 09 41 16

C’hoariva teiryezhek : brezhoneg, yezh ar sinoù ha galleg

« Hentoù Gwenn – Nos voies lactées » Gant Teatr Piba

« Hentoù gwenn ? Un istor hag a lako ac’hanoc’h da veajiñ en amzer hag en egor. Ur grouadenn deiryezhek war hentoù al laezh. »

📍 Ti-feurm Pennoc’h, Pont-Koblant (Pleiben)
🗓 Gwener 11/07, da 8e30 noz
🔖 Digor d’an holl, digoust

Da geñver « Les Estivales 2025 » e Pleiben

Ha d’ar Meurzh 15 a viz Gouere da 8e30 noz e kinnigo Strollad ar Vro Bagan e bezh-c’hoari « Mont a raio kuit » e Kastellin, da geñver staj KEAV.

« N’eo ket mui ar bugel mousc’hourzhus hag a oa gwechal. Na pegen eurus e oamp, ur bloaz’zo traken. Nag a joa e-touez hor familh. Ne gomprennan ket ar pezh zo c’hoarvezhet. Perak eo treñket an traoù evel-se … »

Aozadur : KEAV ; Strollad ar Vro Bagan. Muioc’h a ditouroù : https://arvrobagan.bzh/…/mont-a-raio-kuit-un-jour…/…

📍 E sal gouelioù Kastellin
🗓 D’ar Meurzh 15 a viz Gouere da 8e30
🎟 Bilhederezh war al lec’h : 13€ / 11€

Skeudenn : La P’tite Semelle
Skeudenn : Teatr Piba
Skeudenn : Strollad ar Vro Bagan

[Tañva d’ar brezhoneg] – Buhezet e vo tri frantad tañva d’ar brezhoneg e domani Menez Meur e Hañveg gant Brezhoneg e Bro Rouzig e-pad an hañv. Deuit da dañva ha da gaout amzer blijus ganeomp : lennadennoù, c’hoarioù, flapiñ, deskiñ gerioù… en un aergelc’h natur ha distanus !

  • d’ar Sadorn 12 a viz Gouere
  • d’ar Sadorn 16 a viz Eost
  • d’ar Sadorn 23 a viz Eost
    Monedusted an domani : titouroù amañ.

[Skignadenn film] – Er sal vras Arvest e Pleiben e vo skignet teulfilm Bleuenn ar Borgn « A vouezh uhel » d’ar Yaou 31 a viz Gouere da 6e30, diwar-benn ar c’homedian ha soner Quentin Morvan hag ar mod ma ra gant ar brezhoneg en e vuhez. Film e brezhoneg, istitlet e galleg. War al lec’h e vo ar sevenerez ha profet e vo ur banne a vignoniezh e fin ar skignadenn. Aozet da geñver « Les Estivales 2025 » e Pleiben.

Skeudenn : Mediaoueg Pleiben


Petra eo « Brezhoneg e Bro Rouzig » ?

Savet eo bet ar gevredigezh Brezhoneg e Bro Rouzig evit talvoudekaat, difenn hag ober gant ar brezhoneg e degouezhioù liesseurt. Gwir eo ne gaver Emglev Bro na Ti ar Vro ebet war an tiriad-mañ e 2023. Kinnig obererezhioù a bep seurt ha strollañ an intruduoù brezhonek a zo anezho e Bro Rouzig eo ar pal eta.



Eus petra zo kaoz pa vez meneget Bro ar Rouziked ?

Qu’est-ce vraiment que le pays des Rouziked ?

Petra vez kinniget gant Brezhoneg e Bro Rouzig ?

Quelles activités Brezhoneg e Bro Rouzig propose-t-elle ?

Mennozhioù, goulennoù zo ganeoc’h ? Dre amañ, m’ho ped !

Vous avez des idées, des questions ? C’est par ici !

Deuit ganeomp war hentoù ar brezhoneg e Bro Rouzig :

N’hésitez plus et rejoignez-nous par ici :

Skoazellit Brezhoneg e Bro Rouzig gant ur donezon

Faites un don à Brezhoneg e Bro Rouzig

Menegoù lezennel ~ Mentions légales