Deskiñ brezhoneg
Ni ne roomp ket kentelioù
Bodañ tud o komz hag o teskiñ brezhoneg gant a bep seurt liveoù yezh a vez graet gant Brezhoneg e Bro Rouzig dre hec’h obererezhioù, hogen n’eo ket ur framm hag a gas kentelioù evit deskiñ brezhoneg. Unan eus hor palioù eo sachañ ar brezhoneg maez eus ar salioù klas ha broudañ an implij anezhañ ar muiañ ma c’haller.
Gouest omp da heñchañ ac’hanoc’h davet ar re a ginnig kentelioù brezhonek war ar bloavezh-skol avat ! Evit kregiñ ganti, evit mont pelloc’h, evit labourat a-bell pe war al lec’h, hoc’h-unan, tal-ouzh-tal gant ur c’helenner pe ur gelennerez pe en ur strollad, ur bern doareoù disheñvel a zo da vont e-barzh ar yezh diouzh h·e lusk war an tiriad !
Bloavezh-skol 2023-2024
/!\ Hizivadenn : nullet eo bet kentel live 1 Terrug gant Muzig an Arvorig ha Mervent. /!\
Kentelioù-noz gant liveoù uheloc’h a gaver e Brasparzh (Héritage Culturel de Brasparts + Mervent) hag er Faou (Nevezenn)