Deskiñ brezhoneg

Deskiñ brezhoneg

>> Nevezinti 2026 – 2027 <<

Kentelioù-noz e Kastellin (hag e Kimerc’h c’hoazh !)

Bodañ tud o komz hag o teskiñ brezhoneg gant a bep seurt liveoù yezh a vez graet gant Brezhoneg e Bro Rouzig dre hec’h obererezhioù. Ouzhpenn sachañ ar brezhoneg maez eus ar salioù klas ha broudañ an implij anezhañ ar muiañ ma c’haller, digor eo an enskrivadurioù evit kentelioù-noz brezhonek e Skol Diwan Kastellin (da Verc’her – deraouidi) hag e Ti an Holl Kimerc’h (da Lun – deraouidi araoket hag etre) adalek miz Gwengolo 2026.

Klikit amañ pe war ar skeudennoù amañ-dindan evit en em enskrivañ (dre HelloAsso) !
Ur bedagogiezh amprouet ha kelennerien vicherel

Ar c’hentelioù lakaet e plas gant Brezhoneg e Bro Rouzig a zo kinniget e kevelerezh gant ar gevredigezh Mervent, aozadur anavezet abaoe muioc’h eget 30 vloaz e mervent departamant Penn-ar-Bed. Aozet en un aergelc’h plijus, ar c’hentelioù a ro ur plas pouezus d’ar barregezhioù dre gomz ha heuliañ a reont un araokadur aozet e meur a live deskiñ.

Penaos lakaat e anv ?

Gallout a rit en em enskrivañ dre bajenn HelloAsso Brezhoneg e Bro Rouzig. Paeañ dre chekenn pe gant arc’hant laosk a c’haller ivez.

Ezhomm ho peus eus muioc’h a ditouroù ? Deuit e darempred ganeomp !

Pellgomzit deomp eta d’an niverenn 06 34 58 17 57 pe dre bostel d’ar chomlec’h brezhoneg@brorouzig.bzh. Dre Facebook e c’hallit ivez kas kemenadennoù deomp (Brezhoneg e Bro Rouzig).

Hag ivez

Taolit ur sell ouzh ar gartenn da-heul. Diskouez a ra an holl gentelioù-noz, ar stummadurioù hir hag an atalieroù kontañ kaoz a zo e Bro Rouzig. Mont war-raok e brezhoneg a c’haller er c’horn-bro, sur ha n’eo ket marteze !