Brezhoneg e Bro Rouzig – Ar brezhoneg evit an holl e Bro Gastellin

Deuet mat oc’h war lec’hienn
Brezhoneg e Bro Rouzig.


Degemer mat war lec’hienn Brezhoneg e Bro Rouzig

Brezhoneg e Bro Rouzig a zo ur gevredigezh sevenadurel staliet e kreiz-kornôg Penn-ar-Bed. He fal eo reiñ tro d’an dud d’ober gant ar brezhoneg e Bro Rouzig hag en trowardroioù. Savet eo oa bet ar gevredigezh e 2023 diwar un intrudu lañset e 2022 gant ur c’hoant simpl : lakaat ar brezhoneg da vevañ en ur vro ma ne oa ket framm ebet evit bodañ an dud tro-dro d’ar yezh.

Gwriziennet mat er vro

Oberiant eo ar gevredigezh war un ugent bennak a gumunioù, dreist-holl tro-dro d’ar Faou, Kastellin ha Pleiben. Klask a ra Brezhoneg e Bro Rouzig bezañ an tostañ posubl ouzh an dud, ha labourat gant frammoù all ar vro.

Lakaat ar brezhoneg da vevañ, asambles

Pal ar gevredigezh eo lakaat ar brezhoneg da vevañ dre oberiantizoù liesseurt. A-hed ar bloaz e kinnig Brezhoneg e Bro Rouzig abadennoù a bep seurt, digor d’an holl : bugale, familhoù, oadourien, tud o teskiñ brezhoneg pe brezhonegerien a-vihanik.

Ar brezhoneg eo ar yezh implijet da-geñver holl abadennoù Brezhoneg e Bro Rouzig, gant ur spered digor, evit ma c’hallfe pep hini kemer perzh hervez e live.

Obererezhioù evit an holl

An obererezhioù kinniget gant ar gevredigezh a denn d’ar sevenadur hag d’al liammoù sokial :

  • abadennoù evit ar re yaouank (lennadennoù, c’hoarioù, atalieroù),
  • tavarnioù brezhonek evit implijout ar yezh en un aergelc’h dichipot,
  • baleadennoù evit dizoleiñ an natur hag ar glad,
  • prezegennoù, arvestoù ha festoù-noz,
  • kentelioù-noz.

Ur gevredigezh digor ha plijus

Brezhoneg e Bro Rouzig a ya en-dro dreist-holl a-drugarez d’ur strollad tu a-youl-vat. Ar pep brasañ eus an obererezhioù a zo digoust pe gant ur priz izel. War-bouez evit ar c’hentelioù noz, n’eo ket dav bezañ ezel eus ar gevredigezh evit ma kemer perzh en abadennoù kinniget gant Brezhoneg e Bro Rouzig.

👉 C’hoant ho peus da zizoleiñ ar gevredigezh ?
Deuit da gemer perzh en abadennoù da-zont pe deuit e dareempred ganeomp.

📣 Petra zo nevez gant Brezhoneg e Bro Rouzig ?

Abadennoù, kentelioù, darvoudoù, keloù fresk… Brudañ a reomp obererzhioù ar gevredigezh war Facebook.
Grit un dro war hor profil evit gouzout petra ‘vo war ar stern a-benn nebeut !

👉 Heulhit Brezhoneg e Bro Rouzig war Facebook

ℹ️ Présentation en français

Brezhoneg e Bro Rouzig est une association culturelle locale implantée dans le pays de Châteaulin (Finistère). Elle œuvre pour la pratique et la transmission de la langue bretonne à travers des activités, des cours et des événements ouverts à tous.



Petra eo “Brezhoneg e Bro Rouzig” ?

Savet e oa bet ar gevredigezh Brezhoneg e Bro Rouzig e 2023 evit talvoudekaat, difenn hag ober gant ar brezhoneg e degouezhioù liesseurt. Gwir eo ne gaver Emglev Bro na Ti ar Vro ebet war an tiriad-mañ. Kinnig obererezhioù a bep seurt ha strollañ an intruduoù brezhonek a zo anezho e Bro Rouzig eo ar pal eta.

Kastellin, kêrbenn Bro Rouzig

Eus petra zo kaoz pa vez meneget Bro ar Rouziked ?

E pelec’h emañ ? Petra eo hec’h istor ?

Petra vez kinniget gant Brezhoneg e Bro Rouzig ?

Un nebeut skeudennoù evit gouzout hiroc’h !

Ur gevredigezh oc’h ? Mennozhioù, goulennoù zo ganeoc’h ? Ur gerig demat ?

Dre amañ, m’ho ped !

Deuit ganeomp war hentoù ar brezhoneg e Bro Rouzig

Seul vuioc’h, seul welloc’h !

Evit ma kendalc’ho Brezhoneg e Bro Rouzig da gas abadennoù liesseurt e brezhoneg…

Skoazellit ac’hanomp

Menegoù lezennel

Brezhoneg e Bro Rouzig
06 34 58 17 57